explanation blog link adobe photoshop cs6 extended serial click here to read

 

Degemer

 
Skrivañ galleg en deus graet dreist-holl Jean-Marie Déguignet, met daoust dezhañ distagañ komzoù kreñv a-eneb e yezh vamm, eo chomet stag deus outi memestra.
Ar brezhoneg a oa yezh ar veleien evit Degignet ha setu perak en deus maget kasoni outi. Da vare ma skrive e eñvorennoù (tro 1900) e oa ur benveg ar brezhoneg evit diwall ouzh ar vrezhonegerien da glevet ha da gompren ar menozioù nevez a oa en em ledañ en Europ d’ar mare-se. Setu perak e rae ar veleien o seizh gwellañ evit mirout ouzh ar galleg da vezañ desket gant an dud. Degignet n’helle nemet stourm ouzh an doare-se da vac’hañ e genvroidi en ur bed kloz troet war zu an amzer dremenet. Bevet ar galleg, bevet ar spagnoleg, bevet an italianeg yezhoù o doa degaset dezhañ kement a anaoudegezh eus ar bed. Met Degignet hag ar brezhoneg a zo da studiañ e renk an identelezh nac’het. Setu elfennoù evit boueta ar gaoz
 
Si Déguignet s’est surtout exprimé en français, il n’en reste pas moins attaché à sa langue natale : le breton.
Certes on lit sous sa plume des propos acerbes sur le breton. Il faut les comprendre dans le contexte de l’époque des cahiers : (1898-1905). L’église utilisait quasi exclusivement la langue bretonne comme rempart à la diffusion des idées nouvelles socialistes à travers les campagnes.
Pas étonnant donc que Déguignet prenne le contrepied et fustige la langue des curés.
Pas étonnant non plus qu’il juge sa langue, la langue des paysans, inaptes à propager les grandes idées sociales qui agitent les esprits de l’époque.
Pas étonnant non plus, lui qui a tant bourlingué, qui a appris trois autres langues (français, italien et espagnol), qui est boulimique de connaissances nouvelles qu’il se trouve à l’étroit dans le corset de sa langue natale même s’il l’a pratique couramment. Cette partie du site donne à connaître, la richesse du breton de Déguignet,
La complexité de ses reflexions sur sa langue natale, mais aussi un premier recensement de ses bretonismes un travail collectif à faire ensemble.
 

Buhez Jean Marie Deguignet 1834-1905

La vie de Jean-Marie Déguignet

Ganet eo bet Jean Marie Degignet d’an 29 a viz gouere 1834, e parrez Gwengad, e Bro C’Hlazig. Eus e lec’h ginidik n’en do ket dalc’het soñj anezhañ rak taolet eo bet e gerent, devezhourien anezho, er maez eus Kêr Kilihouarn da ouel mikael ar memes bloavezh. Goude daou vloavezh reuzeudik e Kemper, an tiegezh Degignet a zo distroet d’ar Gelenneg en Erge Vras, lec’h edi gwrizienn e lignad. Devezhour oa an tad, ha gant an treut m’edo e c’hounidegezh ne teue ket a-benn anezhañ da vagañ e bemp bugel. Setu m’eo bet kaset Jean-Marie war an hent d’an oad a eizh vloaz evit goulen an aluzenn.

Lemm oa spered ar paotrig peogwir e teu a-benn da zeskiñ lenn brezhoneg gant ur plac’hig a volontez vat a oa o roiñ kentelioù d’ar vugale ar Gelenneg dezhe da bakañ gwirionezioù ar relijion. Ur wech graet e bask kentañ e kav labour e-giz paotr saout e Maner Lezerge. Da bemzek vloaz e ya da labourat e Kerfeunteun, e Kermahoned, ur gêr a zegemer skolidi al Likes a oa d’ar mare-se ur skol labour douar. Dont a ra a-benn an Degignet bihan da zaspugn un dornad follennoù paper digant ar studerien. Prenañ a ra ur geriadur brezhoneg-galleg, ha tamm ha tamm e tesk galleg e-giz-se.

Pelloc’h d’an oad a naontek vloaz e lak e anv da vont d’an arme. Ha setu eñ kaset d’an Oriant da zeskiñ ar vicher. Gober a ra brezel an Itali, brezel ar C’hrime, brezel an Aljeri ha brezel Mec’hiko. Deskiñ a ra tammoù yezhoù, italianeg, saozneg, spagnoleg a-raok dont en dro d’e vro garet e 1863.

Gant an tammig yelc’had en deus espernet eo aes dezhañ kavout gwreg ha kêr da feurmiñ en Erge Vihan. Met en e stad nevez e Toullven, ne gav ket ar baradoz. Deuet oa gantañ da dremen dre Jeruzalem e-kerzh e vuhez soudard, hag o welet penaos e oa graet marc’had bras gant an holl draoù sakret, en deus kollet ar feiz.Ne vo ket aes dezhañ bezañ ruz hag a-enep kristen en ur vro lec’h emañ dalc’het pep tra gant ar re wenn.

Taolet eo er-maez e gêr e 1877, roet zo dezhañ ur burev butun e Plugüen, met tud ar vro a sav enep dezhañ dam d’e vennozioù politikel.Echu a ra e vuhez reuzeudik e karter Poull al logodenn e Kemper  ha mervel e-giz ur c’hi tal dor an ospis e 1905.